Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 50:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 An AOTROU en deus digoret e harnezerezh, tennet en deus er-maez armoù e gounnar, rak an Aotrou, AOTROU an armeoù, en deus ul labour d'ober e bro ar Galdeiz.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 50:25
17 Referencias Cruzadas  

Ar c'haerañ eus mibien an dud ez out, an drugarez a zo skuilhet war da vuzelloù, ha Doue en deus da venniget da viken.


Marc'heka en gloar, pign war da garr, evit ar wirionez, ar vadelezh hag ar reizhder. Da du dehou a ziskouezo dit burzhudoù spontus!


Piv bennak a vo kavet a vo treuzet, piv bennak a vo tapet a gouezho dre ar c'hleze.


Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.


Bet out ur morzhol din, ur benveg a vrezel, drezout em eus brevet broadoù, drezout em eus distrujet rouantelezhioù,


Setu em eus droug ouzhit, menez distrujus, eme an AOTROU, a zistruj an douar a-bezh. Astenn a rin va dorn warnout, hag e ruilhin ac'hanout eus lein ar reier, hag e rin dit bezañ ur menez entanet.


rak ez a an AOTROU da wastañ Babilon, da lakaat da baouez enni ar vouezh vras. O c'hoummoù a c'hrozmol evel doureier bras, trouz o mouezh a dregern,


Hag e sono ar shofar en ur gêr hep na vo spontet ar bobl? Hag e c'hoarvezo ur gwalleur en ur gêr hep n'en devo e c'hraet an AOTROU?


dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos