Jeremiaz 49:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O c'hañvaled a vo preizhet, niver bras o loened a vo skrapet. Me o stlabezo da bep avel, an dud-se a douz kognoù o barv, hag e rin d'o glac'har dont a bep tu, eme an AOTROU. |
Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neñvoù, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioù-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec'hidi Elam.
An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.
Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.
Un drederenn ac'hanout a varvo gant ar vosenn hag a vo kuzumet gant an naonegezh en da greiz; un drederenn a gouezho gant ar c'hleze tro-dro dit; un drederenn a stlabezin d'an holl avelioù, hag e tennin ar c'hleze war o lerc'h.
An AOTROU a stlabezo ac'hanout e-touez an holl bobloù, adalek penn an douar betek dibenn an douar, hag e serviji eno doueoù all na'z po ket anavezet, na te na da dadoù, koad ha maen.