Diwar-benn Kedar ha rouantelezhioù Hazor, a vo kannet gant Nebukadnezar roue Babilon, evel-henn e komz an AOTROU: Savit, pignit a-enep Kedar, distrujit mibien ar sav-heol.
O c'hañvaled a vo preizhet, niver bras o loened a vo skrapet. Me o stlabezo da bep avel, an dud-se a douz kognoù o barv, hag e rin d'o glac'har dont a bep tu, eme an AOTROU.
An Ejipt, Juda, Edom, mibien Ammon, Moab, an holl re a douz kognoù o barv hag a zo o chom er gouelec'h, rak an holl vroadoù a zo diamdroc'h, hag holl di Israel a zo diamdroc'h a galon.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.
Mibien Zedan a zo bet da varc'hadourien; kenwerzh gant inizi niverus a zo bet etre da zaouarn, hag ec'h eus resevet en donezon kerniel olifant hag ebena.