Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 49:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Savit, pignit etrezek ar vroad a zo e peoc'h hag o chom e surentez, eme an AOTROU. N'o deus na dorojoù na prennoù, hag emaint o chom o-unan.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 49:31
17 Referencias Cruzadas  

Hon ene en deus e walc'h eus goapaerezh ar re a zo er fonnusted, eus dispriz ar re lorc'hus.


Setu, ar re-se a zo drouk, hag atav eürus, e tastumont pinvidigezhioù.


Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.


Gwragez diskiant, savit, selaouit ouzh va mouezh! Merc'hed dibalamour, roit ho skouarn da'm ger!


Ra savo o mouezh ar gouelec'h hag e gêrioù, hag ar c'hêriadennoù m'emañ o chom Kedar enno! Ra gano tud ar reier gant levenez! Ra vo laosket kriadennoù a levenez eus lein ar menezioù!


Bremañ eta selaou kement-mañ, te an hini blijus a zo o chom disoursi, hag a lavar ez kalon: Me ha nikun all ebet; ne zeuin ket da vezañ intañvez, n'anavezin ket kañvoù a vugale!


Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhañ a rae war e lec'hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d'egile, n'eo ket aet d'an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantañ hag e c'hwezh n'eo ket bet cheñchet.


En deiz-se e yelo kannaded eus va ferzh war listri da spontañ Kush en he surentez, hag e vo spouron en o zouez evel e devezh an Ejipt, rak setu, dont a ra.


Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,


Kas a rin tan e Magog hag e-touez ar re a zo o chom e surentez en inizi, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.


Evel-henn e komz an AOTROU: Petra bennak ma'z int e surentez hag e niver bras, koulskoude e vint falc'het hag ez aint da get. Ha mar em eus da izelaet, ne izelain ken ac'hanout.


Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.


E welout a ran eus lein ar reier, hag e sellan outañ a-ziwar an torgennoù, setu ur bobl a vo o chom a-du, ha ne vo ket kontet e-touez ar broadoù.


Israel a chomo e-unan e surentez, eienenn Jakob, a vo war un douar a winizh hag a win, hag e neñvoù a zivero ar c'hlizhenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos