hag a lavaras: Touiñ a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ,
Jeremiaz 49:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gêrioù a vo gouelec'hioù peurbadus. |
hag a lavaras: Touiñ a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ,
Kleze an AOTROU a zo leun a wad, goloet eo a zruzoni, gwad oaned ha bouc'hed, druzoni lounezhi an tourzed, rak an AOTROU en deus graet un aberzh e Bozra, ul lazhadeg vras e bro Edom.
Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.
Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.
evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.
Hag e rin eus ar gêr-mañ ur glac'har hag ur goapaerezh. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a c'hwitello en abeg d'hec'h holl c'houlioù.
setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!
Setu e pigno evel an erer, nijal a raio, astenn a raio e eskell war Vozra. Kalon brezelerien Edom a vo, en deiz-se, evel kalon ur vaouez er poanioù.
AOTROU an armeoù en deus touet drezañ e-unan: A-dra-sur da leuniañ a rin a dud evel kilheien-raden, a laosko a-enep dit kriadegoù a vrezel.
An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.
An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,
Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.