Setu ez an da lakaat ennañ ur spered e doare ma tistroio d'e vro o vezañ klevet un nevezenti bennak. Hag e lakain anezhañ da gouezhañ dre ar c'hleze en e vro.
Lemmit ar biroù, kemerit ar skoedoù! An AOTROU en deus dihunet spered rouaned Media, dre ma fell dezhañ distrujañ Babilon, amañ emañ veñjañs an AOTROU, veñjañs e dempl.
Ra ne zinerzho ket ho kalon, ha n'ho pet ket aon rak ar c'heleier a vo klevet er vro. Rak er bloaz-mañ e teuio un trouz, hag er bloaz war-lerc'h un trouz all. Taerder e vo er vro, rener a-enep rener.
Klevout a reot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, lakait evezh na vefec’h spontet rak ret eo e teufe an holl draoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin.