Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 6:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,

Ver Capítulo Copiar




Amoz 6:8
28 Referencias Cruzadas  

hag a lavaras: Touiñ a ran drezon va-unan, a lavar an AOTROU, penaos pa ec'h eus graet kement-se ha pa ne'c'h eus ket espernet da vab, da vab nemetañ,


Kounnar an AOTROU en em danas a-enep e bobl, euzh en doe ouzh e hêrezh.


Renkañ a ra ar pobloù dindanomp, hag ar broadoù dindan hon treid.


Mar em befe naon, ne lavarfen ket dit, rak din-me eo ar bed ha kement a zo ennañ.


Doue a glevas hag a vuanekaas. Heug en doe ouzh Israel.


Doujañs an AOTROU eo kasoni an droug. Kasaat a ran al lorc'h, ar rogentez, an hent drouk hag ar genoù fall.


Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.


Va hêrezh a zo bet evidon evel ul leon er goadeg, laosket en deus e griadenn a-enep din, setu perak em eus kasoni en he c'heñver.


a lavar: Sevel a rin din un ti bras ha kambroù frank, a doull prenestroù, a lambrusk gant sedrez, hag a liv e ruz.


Met ma ne selaouit ket ouzh ar gomz-mañ, touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, ma vo gwastet an ti-mañ.


setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!


Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gêrioù a vo gouelec'hioù peurbadus.


AOTROU an armeoù en deus touet drezañ e-unan: A-dra-sur da leuniañ a rin a dud evel kilheien-raden, a laosko a-enep dit kriadegoù a vrezel.


An Aotrou a zo bet evel un enebour. Lonket en deus Israel, lonket e holl balezioù, distrujet e holl greñvlec'hioù. Liesaet en deus e ti merc'h Juda an huanadoù hag ar c'hlemmoù.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


Ar c'hleze a gouezho war o c'hêrioù, a zistrujo o difennerien hag a lonko anezho, en abeg d'o mennozhioù.


hag e lakain va chomlec’h en ho touez, ha va ene n’en devo ket euzh ouzhoc’h;


me a zistrujo hoc’h uhellec’hioù hag e tiskarin ho peulioù, hag e lakain ho korfoù marv war gorfoù marv hoc’h idoloù, ha va ene en devo euzh ouzhoc’h.


N'ouzont ket ober ar pezh a zo reizh, eme an AOTROU, hag e taspugnont taerder ha laeroñsi en o falezioù.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An enebour a c'hronno ar vro hag a ziskaro da nerzh, ha da balezioù a vo preizhet.


An Aotrou AOTROU en deus touet dre e santelezh: Setu, an deizioù a zeu warnoc'h ma viot lamet gant krochedoù, hag ho lignez gant higennoù-pesketa.


Kasaat ha disprizañ a ran ho kouelioù, ne gavan plijadur ebet en ho podadegoù meur.


En deiz-se kanaouennoù ar palez a vo klemmvanoù, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec'h e vo kalz a gorfoù marv a vo taolet didrouz.


An AOTROU en deus touet dre c'hloar Jakob: Biken n'ankounac'hain o holl oberoù!


Hag e lamis kuit tri mêsaer en ur miz hepken, rak va ene en doa kollet pasianted ganto, hag o ene ivez a oa en em zic'houstet diouzhin.


An AOTROU a welas kement-se, hag e voe hegaset, imoret dre e vibien hag e verc'hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos