Neuze Haman a gomzas dezho diwar-benn gloar e binvidigezhioù, niver e vibien, kement en doa graet ar roue evit e uhelaat, ha penaos en doa e savet dreist priñsed ha servijerien ar roue.
ha setu, un avel vras a zo deuet eus tu all d'ar gouelec'h, hag en deus skoet gant pevar c'horn an ti, a zo kouezhet war ar re yaouank, hag ez int marvet. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Ar gêr a lakae en ergerzh-brezel mil den a viro kant ganti, hag an hini a lakae en ergerzh-brezel kant den a viro dek ganti, evit ti Israel.
An hini eus da re na'm bo ket lamet eus kichen va aoter, a vo evit glac'hariñ da zaoulagad hag enkreziñ da ene, hag holl vibien da di a varvo en oad-gour.