Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Ha pa eontr unan marv, hag an hini a zle e deviñ, a gemero anezhañ evit dougen e eskern er-maez eus an ti, hag a lavaro d'an hini a zo chomet e traoñ an ti: Hag ez eus c'hoazh unan bennak war da lerc'h? Neuze e responto: N'eus ken! Hag an eontr a lavaro: Chom sioul. N'eo ket ar c'houlz d'ober anv eus an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 6:10
11 Referencias Cruzadas  

Ha Jozia, o vezañ en em droet, a welas ar bezioù a oa er menez, hag e kasas da gerc'hat eskern ar bezioù, hag o devas war an aoter. Evel-se e saotras anezhi, hervez komz an AOTROU bet disklêriet dre zen Doue en doa lavaret an traoù-se dirak an holl.


Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mañ a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?


Ar re vras hag ar re vihan a varvo er vro-mañ, ne vint ket sebeliet, ne vint ket gouelet, den n'en em raio flañch ha den n'en em douzo evito.


setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!


Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.


Ha c'hwi, ti Israel, evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Kit, servijit pep hini e idoloù! Met goude-se e selaouot, ha ne zisakrot ken anv va santelez dre ho profoù ha dre hoc'h idoloù.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


Setu perak e tavo an den poellek er mare-mañ, rak an amzer-mañ a zo fallakr.


En deiz-se kanaouennoù ar palez a vo klemmvanoù, eme an Aotrou AOTROU. E pep lec'h e vo kalz a gorfoù marv a vo taolet didrouz.


Mibien Israel a lavaras da Voizez: Setu e varvomp, kollet omp, kollet omp holl!


hag holl dud kadarn a savas hag a gerzhas e-pad an noz. Kemer a rejont korf Saül ha korfoù e vibien diouzh moger Bet-Shan, hag e tistrojont da Jabez, e-lec'h ma tevjont anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos