Abdia 1:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.
Setu deuet int evel plouz, an tan a zev anezho, ne zieubint ket o ene eus galloud ar flamm, ne vo ket regez evit en em dommañ, nag un tan evit azezañ dirazañ.
Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.
Ha te, mab an den, kemer ur pezh koad ha skriv warnañ: Evit Juda hag evit mibien Israel, e genseurted. Ha kemer ur pezh koad all ha skriv warnañ: Evit Jozef, koad Efraim hag holl di Israel, e genseurted.
Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e kemerin koad Jozef, a zo e dorn Efraim, ha meuriadoù Israel, e genseurted, unaniñ a rin anezho ouzh koad Juda, evit ober diouto ur pezh koad hepken, hag e vint unan em dorn.
Distrujañ a rin tud Asdod hag an hini a zalc'h ar vazh-roue en Askalon, hag e troin va dorn a-enep Ekron, hag ez aio da get nemorant ar Filistined, eme an Aotrou AOTROU.
Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoù a evo dalc'hmat. Ya, evañ a raint, lonkañ a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.
Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.
En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.