Abdia 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
19 Re ar c'hreisteiz a berc'henno menez Ezaü, re ar blaenenn a berc'henno bro ar Filistined, douar Efraim ha douar Samaria, Benjamin a berc'henno Galaad.
Roue Asiria a gasas tud eus Babilon, eus Kuta, eus Ava, eus Hamad hag eus Sefarvaim, hag a lakaas anezho e kêrioù Samaria, e-lec'h mibien Israel. Hag e perc'hennjont Samaria, hag e chomjont en he c'hêrioù.
Doue Israel a atizas spered Pul roue Asiria ha spered Tilgad-Pilnezer roue Asiria, a harluas ar Rubeniz hag ar C'hadiz hag hanter-veuriad Manase, hag e kasas anezho da Galak, da Gabor, da Hara, betek stêr Gozan, hag e chomjont eno betek hiziv.
Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...
Dont a rejont da gavout Zorobabel ha pennoù tadoù hag e lavarjont dezho: Ni a savo ivez ganeoc'h, rak e c'halvomp ho Toue eveldoc'h, ha dezhañ eo ec'h aberzhomp abaoe amzer Esar-Haddon roue Asiria, en deus hol lakaet da bignat amañ.
Prenet e vo parkeier gant arc'hant, skrivet e vo kevratoù anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoù e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kêrioù Juda, e kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn hag e kêrioù ar c'hreisteiz. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, eme an AOTROU.
Diwar-benn mibien Ammon, evel-henn e komz an AOTROU: Israel, ha n'en deus mab ebet? Ha n'en deus heritour ebet? Perak en deus heritet Malkam eus Gad? Perak emañ o chom e bobl en e gêrioù?
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war ar Filistined, lakaat a ran ar Geretiz d'ar marv, distrujañ a ran an nemorant a zo war vord ar mor.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh mibien Ammon, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus faoutet kof dougerezed Galaad evit astenn o harzoù.
Distrujañ a rin tud Asdod hag an hini a zalc'h ar vazh-roue en Askalon, hag e troin va dorn a-enep Ekron, hag ez aio da get nemorant ar Filistined, eme an Aotrou AOTROU.
Mesa da bobl gant da wialenn, tropell da hêrezh a zo o chom e-unan er goadeg e-kreiz ar C'harmel. Ra beurint e Basan hag e Galaad, evel en deizioù gwechall.
Diwar-benn mibien Jozef, mibien Efraim, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,
Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.