An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc'hel a ra an emzivad hag an intañvez, met diskar a ra hent ar re zrouk.
Jeremiaz 49:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lez da emzivaded, me a lakaio anezho da vevañ, ha ra fizio da intañvezed ennon! |
An AOTROU a ziwall an diavaezidi, derc'hel a ra an emzivad hag an intañvez, met diskar a ra hent ar re zrouk.
Kanit da Zoue, meulit e anv, kempennit hent an hini a zeu er plaenennoù! An AOTROU eo e anv, laouenait dirazañ!
Roit e wir d’an hini dinerzh ha d’an emzivad, roit e reizhr d’an ezhommeg ha d’ar paour.
Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.
ha me na'm befe ket truez ouzh Ninive ar gêr vras, ez eus enni ouzhpenn kant ugent mil den, na ouzont ket disheñvelout o dorn dehou diouzh o dorn kleiz, ha loened e niver bras?
na waskit ket an intañvez, an emzivad, an diavaeziad, ar paour, n'ijinit ket en ho kalon an droug an eil a-enep egile.
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
a ro e wir d’an emzivad ha d'an intañvez, a gar an diavaeziad hag a ro dezhañ boued ha dilhad.
An hini a zo gwir intañvez hag a zo chomet hec’h-unan, a esper e Doue hag a gendalc’h noz-deiz e pedennoù hag e erbedennoù.
Ar relijion glan ha dinamm dirak Doue hon Tad, eo gweladenniñ an emzivaded hag an intañvezed en o glac’har, hag en em virout diouzh saotroù ar bed.