C'hwi, pobloù, stlakit holl ho taouarn! Laoskit kriadennoù a levenez da Zoue, gant ur vouezh drant!
Jeremiaz 48:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moab a zo drailhet, e gêrioù a bign e moged, an dibab eus e dud yaouank a ziskenn d'al lazhadeg, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù. |
C'hwi, pobloù, stlakit holl ho taouarn! Laoskit kriadennoù a levenez da Zoue, gant ur vouezh drant!
Bev on, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù, evel an Tabor etre ar menezioù, hag evel ar C'harmel er mor, dont a raio.
Lazhit hec'h holl goleoù, ra ziskennint holl d'al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c'hastiz!
O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiñ diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon.
Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.
Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.
Kaset em eus en ho touez ar vosenn evel hini an Ejipt. Lakaet em eus da vervel gant ar c'hleze ho tud yaouank, ho kezeg a zo bet tapet, lakaet em eus da sevel flaeriadur ho kampoù betek ho tivfron. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.
An AOTROU a vo roue war an douar holl; en deiz-se e vo an AOTROU an hini nemetañ, hag e anv a vo an hini nemetañ.
Milliget eo an toueller, an hini en deus ur par en e dropell, hag a ouestl hag a aberzh ul loen dic'hlan d'an AOTROU. Rak me a zo ur roue bras, eme AOTROU an armeoù, ha va anv a zo doujet e-touez ar broadoù.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.
War e vantell ha war e vorzhed e toug un anv skrivet: ROUE AR ROUANED, HAG AOTROU AN AOTROUNEZ.