Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 48:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Diskar Moab a zo tost, hag e walleur a ya buan war-raok.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 48:16
8 Referencias Cruzadas  

betek ma teuio ur bir da doullañ e avu, evel ul labous en em daol etrezek al lindag, hep gouzout eo stegnet a-enep e vuhez.


Loened gouez an inizi a yudo en he falezioù, hag an erevent en he ziez a blijadur. Hec'h amzer a zo tost da zont, he deizioù ne vint ket astennet.


Hag an AOTROU a lavaras din: Gwelet mat ec'h eus, rak ec'h eveshaan war va c'homz evit he c'has da benn.


Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Me a lakain ar c'hrennlavar-se da echuiñ, ha ne vo ken graet gantañ en Israel. Met lavar dezho: An deizioù a dosta, hag e vo peurc'hraet pep gweledigezh.


Setu perak, lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Va holl gomzoù ne vint ken daleet, met ar gomz a lavarin a vo peursevenet, eme an Aotrou AOTROU.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos