Hon ene en deus e walc'h eus goapaerezh ar re a zo er fonnusted, eus dispriz ar re lorc'hus.
Jeremiaz 48:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Moab a oa sioul abaoe e yaouankiz, diskuizhañ a rae war e lec'hidenn, ne oa ket bet taolet eus ul lestr d'egile, n'eo ket aet d'an harlu, evel-se e vlaz a zo chomet gantañ hag e c'hwezh n'eo ket bet cheñchet. |
Hon ene en deus e walc'h eus goapaerezh ar re a zo er fonnusted, eus dispriz ar re lorc'hus.
Lakaat a raio va ene e peoc'h, o tieubiñ anezhañ eus ar brezel a reer dezhañ, rak ez eus kalz a dud em enep.
Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-kenañ eo, e ourgouilh, e lorc'h, e rogentez, hag e gomzoù goullo.
An douar a vo goullonderet holl, ha lakaet holl er skrapadeg, rak an AOTROU en deus lavaret ar gomz-se.
AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.
Komzet em eus ouzhit en amzer da verzh, hag e lavares: Ne selaouin ket. Setu da hent abaoe da yaouankiz, ne'c'h eus ket selaouet ouzh va mouezh.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kasin dezhañ tud a dreuzlestro anezhañ, a c'houllondero e listri, a lakaio e seier-lêr a-dammoù.
Klevet hon eus lorc'h Moab, lorc'hus-tre eo, e rogentez, e lorc'h, e ourgouilh, e galon c'hwezet.
Nebukadnezar roue Babilon en deus va debret ha va brevet, va lezet en deus evel ul lestr goullo, va lonket en deus evel un aerouant, leuniet en deus e gof eus va gwellañ traoù, va c'haset en deus.
Skrapadeg, reuz, distruj! Ar galon a deuz, an daoulin a gren, an divgroazell a zo er glac'har, hag an holl dremmoù a zroukliv.
Rak an AOTROU a adsav gloar Jakob, evel gloar Israel, dre m'o deus he skrapet ar skraperien, ha m'o deus distrujet o skodoù-gwini.
Hag e c'hoarvezo en amzer-se ma furchin Jeruzalem gant lampoù, ha ma kastizin he zud en em stag war o lec'hidenn hag a lavar en o c'halonoù: An AOTROU ne raio na mad na droug.
kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoù peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.