Jeremiaz 44:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gomz a voe disklêriet da Jeremiaz diwar-benn an holl Yuzevien a oa o chom e Migdol, en Tapanez, e Nof hag e bro Batroz, er gerioù-se: |
Komz da vibien Israel, ma tistroint ha ma kampint dirak Pihahirod, etre Migdol hag ar mor, dirak Baal-Zefon. Kampiñ a reot dirak al lec'h-se e-kichen ar mor.
En deiz-se ec'h astenno an AOTROU e zorn c'hoazh, evit un eil gwech, da zasprenañ an nemorant eus e bobl, ar re a vo bet manet en Asiria, en Ejipt, e Patroz, e Kush, e Persia, e Shinear, en Hamad, hag en inizi ar mor.
Priñsed Zoan o deus kollet o skiant, priñsed Nof en em douell, pennoù ar meuriadoù a laka an Ejipt da ziheñchañ.
Hag evel ar fiez fall-se na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int, eme an AOTROU, e lakain da vezañ evelto Sedesia roue Juda hag e briñsed hag an nemorant eus Jeruzalem, ar re a zo manet er vro-mañ hag ar re a zo o chom e bro Ejipt.
Terriñ a raio ivez skeudennoù ti an heol e bro Ejipt, hag e tevo dre an tan tiez doueoù an Ejipt.
Met an holl baotred a ouie e kinnige o gwragez ezañs da zoueoù all, an holl wragez a oa eno e niver bras, an holl bobl a oa o chom e bro Ejipt, e Patroz, a respontas da Jeremiaz, o lavarout:
Disklêriit en Ejipt, embannit e Migdol, e Nof, e Tapanez, lavarit: Sav ha bez prest! Rak ar c'hleze a lonk en-dro dit.
Gra da bak evit an harlu, annezadez, merc'h an Ejipt, rak Nof a zeuio da vezañ ur gouelec'h, distrujet e vo, ne vo den o chom enni.
Setu perak em eus droug ouzhit hag ouzh da stêrioù, hag e lakain bro Ejipt da vezañ ur rivin bras hag ur glac'har, adalek Migdol betek Sien ha betek harzoù Kush.
hag e tegasin en-dro re zalc'het an Ejipt, hag e rin dezho mont en-dro da vro Batroz, en o bro c'henidik, met e vint eno ur rouantelezh dinerzh.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Distrujañ a rin an idoloù, kas a rin da netra falsdoueoù eus Nof, ne vo priñs ebet ken e bro Ejipt, hag e skuilhin ar spont e bro Ejipt.
An tan a lakain en Ejipt, Sin a vo tapet gant glac'haroù bras, No a vo roget gant freuzoù a bep seurt, ha Nof a vo argadet e kreiz an deiz.
E Tapanez e teñvalaio an deiz, pa dorrin yev an Ejipt, ha pa baouezo lorc'h he nerzh. Ur goabrenn he goloio hag he merc'hed a yelo d'ar prizonerezh.
Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.