Ozea 9:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned6 Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù. Ver Capítulo |
Kemer a rin nemorant Juda, ar re o deus troet o dremm evit mont da vro Ejipt hag evit chom eno, hag e vint kaset da get, hag e kouezhint e bro Ejipt dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, e varvint dre ar c'hleze ha dre an naonegezh, hag e vint ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs.