Er c'hwec'hvet bloaz ha tregont eus ren Asa, Baesha roue Israel a bignas a-enep Juda, hag e savas Rama, evit herzel ouzh an dud da zont pe da vont etrezek Asa roue Juda.
Jeremiaz 40:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m'en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d'e gerc'hat, e oa ereet gant chadennoù e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon. |
Er c'hwec'hvet bloaz ha tregont eus ren Asa, Baesha roue Israel a bignas a-enep Juda, hag e savas Rama, evit herzel ouzh an dud da zont pe da vont etrezek Asa roue Juda.
Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c'hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.
D'an daouzekvet bloaz eus hon harlu, d'an dekvet miz, d'ar pempvet eus ar miz, e teuas da'm c'havout un den a tec'he eus Jeruzalem, hag e lavaras: Kêr a zo tapet!
Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.
Evit kement-se eo em eus goulennet ho kwelout ha komz ganeoc’h, rak abalamour da esperañs Israel eo ez on ereet gant ar chadenn-mañ.
ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.
Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU .