Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Evel-henn e komz an AOTROU: Ur vouezh a zo bet klevet e Rama, hirvoudoù ha gouelvanoù c'hwerv, Rachel o ouelañ he mibien, ha ne fellas ket dezhi bezañ frealzet diwar-benn he mibien pa n'eus ken anezho.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:15
18 Referencias Cruzadas  

Rachel a varvas eta; ha sebeliet e voe war hent Efrata, a zo Betlehem.


E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar marv! Hag e dad a ouele dezhañ.


Hag e respontjont: Ni, da servijerien, a zo daouzek breur, mibien d'un hevelep den e bro Ganaan ha setu, an hini yaouankañ a zo hiziv gant hon tad, egile n'emañ ken.


Jakob o zad a lavaras: Forc'het on diouzh va bugale ganeoc'h: Jozef n'emañ ken ha Simeon n'emañ ken, hag e tapfec'h Benjamin! Warnon-me eo kouezhet an holl draoù-mañ!


Enok a gerzhas eta gant Doue, ha ne voe gwelet mui rak Doue a gemeras anezhañ.


Perak ne zilamez ket va fazi ha ne dremenfes ket a-us da'm direizhder? Rak ez an bremañ da c'hourvez er poultr; va c'hlask a ri ha ne vin ken.


Met tremenet eo, ha setu n'emañ ken. E glasket em eus, n'en em gav ken.


Va mouezh a sav da Zoue hag e krian. Va mouezh a sav da Zoue hag e selaouo ac'hanon.


tremenet o deus an ode, kousket o deus e Geba, aon he deus bet Rama, tec'het he deus Gibea-Saül.


Abalamour da-se e lavaran: Distroit diouzhin ho taoulagad, ma ouelin gant c'hwervded. Na hastit ket frealziñ ac'hanon diwar-benn diskar merc'h va fobl.


Va zeltenn a zo distrujet, va holl gerdin a zo torret, va mibien o deus kuitaet ac'hanon, n'emaint ken. N'eus den da sevel a-nevez va zeltenn ha da staliañ va zinelloù.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m'en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d'e gerc'hat, e oa ereet gant chadennoù e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon.


Hon tadoù o deus pec'het ha n'emaint ken, ha ni hon eus douget o direizhder.


Displegañ a reas anezhañ dirazon, hag e oa skrivet en diabarzh hag en diavaez. Klemmganoù, goueladegoù ha huanadoù a oa skrivet ennañ.


Gabaon, Rama, Beerod,


Hag ec'h azeze dindan palmezenn Debora etre Rama ha Betel e menez Efraim; mibien Israel a bigne d'he c'havout evit bezañ barnet.


Hag e tistroe da Rama, rak eno e oa e di, hag eno e varne Israel, hag e savas eno un aoter d'an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos