Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Hag e roin e walc'h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoù, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:14
32 Referencias Cruzadas  

Bremañ eta, va Doue, sav ha deus da lec'h da ziskuizh, te hag arc'h da nerzh. AOTROU Doue, ra vo da aberzhourien gwisket a silvidigezh, ha ra laouenaio da re garet mat en o eurvad.


Rak mibien Israel ha mibien Levi a zlee degas er c'hambroù ar profoù gwinizh, gwin hag eoul, e-lec'h m'emañ listri ar santual, ha m'en em zalc'h an aberzhourien oc'h ober ar servij, ar borzhierien hag ar ganerien. Evel-se ne zilezfemp ket ti hon Doue.


Rak roet en deus e walc'h d'an ene en doa sec'hed, ha leuniet en deus a vadoù an ene en doa naon.


Me a wisko a silvidigezh e aberzhourien, hag e re leal a gano gant ul levenez vras.


Ra vo da aberzhourien gwisket a reizhder, ha ra gano da re garet-mat gant levenez!


Evidon-me, er reizhder e welin da zremm. Pa zihunin, e vin leuniet gant da skeudenn.


O Doue, pegen prizius eo da vadelezh! Mibien an dud en em denn dindan skeud da eskell.


O Doue! Te eo va Doue, da glask a ran adalek ar beure, ve ene en deus sec'hed ac'hanout, va c'hig a hirvoud davedout en douar kras-mañ, disec'het hag hep dour,


Evel-se e vennigin ac'hanout va buhez pad, sevel a rin va daouarn en da anv.


Va ene en deus e walc'h a vel hag a lard, va genoù a veul ac'hanout gant kriadennoù a levenez.


An direizhder en doa trec'het warnon, met te a bardono hon disentidigezh.


An AOTROU ivez a roio e vadoù, hag an douar a roio e frouezh.


Adalek ar mintin ro deomp hor gwalc'h eus da vadelezh, evit ma laouenaimp ha ma vimp leun a levenez a-hed hon deizioù.


Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!


AOTROU an armeoù a gempenno evit an holl bobloù, war ar menez-mañ, ur banvez kig druz, ur banvez gwin diwar e vamm, kig druz ha melek, gwin diwar e vamm sklaeriet.


C'hwi a vo anvet aberzhourien an AOTROU, hag e vo graet ac'hanoc'h servijerien hon Doue. Hag e tebrot pinvidigezhioù ar broadoù, hag e viot goloet eus o gloar.


Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.


Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.


Hag e tegasin en-dro Israel d'e chomlec'h, hag e peuro war ar C'harmel hag ar Basan. E ene en devo e walc'h war menezioù Efraim ha Galaad.


Hag o lakain da beuriñ en ur beurvan vat, o chomadur a vo e menezioù uhel Israel. Eno e tiskuizhint en ul lec'h mat hag e peurint ur beurvan druz war venezioù Israel.


Hag-eñ ez eus c'hoazh greun er solieroù? Ha zoken ar winienn, ar fiezenn, ar c'hreunadezenn, an olivezenn o deus roet netra. Met adalek an deiz-mañ, me a vennigo.


Eürus ar re o deus naon ha sec’hed eus ar reizhder, rak o devo o gwalc’h!


Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec’hioù neñvel e Krist.


hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.


Ha diwar-benn Neftali e lavaras: Neftali, leuniet a vadelezh ha karget a vennozhioù an AOTROU, a berc'henn ar c'huzh-heol hag ar c'hreisteiz.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


graet ec’h eus ac’hanomp rouaned hag aberzhourien d’hon Doue, hag e renimp war an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos