Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Neuze ar werc'hez a laouenaio e korolloù, an dud yaouank hag ar re gozh a-gevret, hag e troin o c'hañv e levenez, o frealziñ a rin, o laouenaat a rin goude o glac'har.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:13
22 Referencias Cruzadas  

Hag e lidjont gant levenez gouel ar bara hep goell e-pad seizh devezh, rak an AOTROU en doa o laouenaet, o vezañ distroet war-zu enno kalon roue Asiria, evit nerzhekaat o daouarn e labour ti Doue, Doue Israel.


Pa voe dedi moger Jeruzalem, e voe kaset da gerc'hat al Levited eus o holl lec'hioù evit o degas da Jeruzalem, evit ober an dedi gant levenez, trugarekadennoù ha kanaouennoù, gant simbalennoù, ludoù ha telennoù.


Kinniget e voe en deiz-se aberzhoù bras, hag e voent laouenaet, rak Doue a laouenaas anezho gant ul levenez bras. Ar maouezed hag ar vugale a voe laouenaet ivez, ha levenez Jeruzalem a voe klevet a-bell.


evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.


Ar re a had gant daeroù, a vedo gant kanoù a drec'h.


tud yaouank ha merc'hed yaouank, tud kozh ha bugale!


Ra veulint e anv gant dañsoù, ra ganint dezhañ ouzh son an taboulin hag an delenn!


AOTROU, selaou, az pez truez ouzhin! AOTROU, bez va sikour!


En deiz-se e lavari: Da veuliñ a ran, o AOTROU, rak kounnaret e oas em enep, met da gounnar a zo sioulaet, ha va frealzet ec'h eus.


Ar re zic'haouet gant an AOTROU a zistroio drezañ, hag e teuint da Sion gant kanaouennoù trec'h, ul levenez peurbadus a vo war o fenn, bez' o devo levenez ha laouenidigezh, ar boan hag ar c'hlemmvan a dec'ho kuit.


Dasprenidi an AOTROU a zistroio hag a zeuio da Sion gant kanaouennoù trec'h. Ul levenez peurbadus a vo war o fennoù, bez' e vo joa ha levenez ganto, hag e tec'ho kuit ar glac'har hag an hirvoudoù.


Rak an AOTROU a frealzo Sion, frealziñ a raio he lec'hioù glac'haret, ober a raio un Eden gant he gouelec'h, hag ul liorzh eus an AOTROU gant he douaroù disec'h. Joa ha levenez en em gavo en he c'hreiz, gant meuleudioù ha kanaouennoù.


Da heol ne guzho ken, da loar ne steuzio ken, rak an AOTROU a vo evidout ur sklêrijenn beurbadus, ha deizioù da gañv a vo echu.


evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veñjañs a-berzh hon Doue, evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,


evit embann da re Sion a zo e kañv ez eo roet dezho ur gurunenn e-lec'h ludu, eoul a levenez e-lec'h kañvoù, ur vantell a veuleudi e-lec'h ur spered mantret, ken ma vint anvet dervennoù ar reizhder, plantadeg an AOTROU, evit ma resevo-eñ gloar.


Me az savo c'hoazh, hag e vi savet, o gwerc'hez Israel! Kinklet e vi c'hoazh gant da daboulinoù, hag ez i er-maez e-touez korolloù laouen.


mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Yun ar pevare miz, yun ar pempvet miz, yun ar seizhvet miz, ha yun an dekvet miz, a zeuio da vezañ evit ti Juda plijusted ha levenez, ha gouelioù a laouenidigezh. Met karit ar wirionez hag ar peoc'h.


Evel-se c’hwi a zo bremañ en dristidigezh, met me ho kwelo a-nevez hag ho kalon en em laouenaio, ha den ne lamo diganeoc’h ho levenez.


ha pa welot merc'hed Silo o tont er-maez evit dañsal ha korolliñ, neuze ez eot eus ar gwini hag e skrapot evit pep hini ac'hanoc'h ur wreg a-douez merc'hed Silo, hag ez eot da vro Venjamin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos