Jeremiaz 39:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Nebuzaradan penn ar warded a harluas da Vabilon an nemorant eus ar bobl a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet dezhañ, hag an nemorant eus ar bobl a vane.
Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.
Neuze e tezougin ac'hanoc'h eus ar vro-mañ d'ur vro n'hoc'h eus ket anavezet, na c'hwi nag ho tadoù, hag eno e servijot doueoù all, deiz ha noz, rak ne rin ket trugarez deoc'h.
Hag evel ar fiez fall-se na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int, eme an AOTROU, e lakain da vezañ evelto Sedesia roue Juda hag e briñsed hag an nemorant eus Jeruzalem, ar re a zo manet er vro-mañ hag ar re a zo o chom e bro Ejipt.
Ar roue Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Aon am eus rak ar Yuzevien a zo en em roet d'ar Galdeiz, aon am eus da vezañ lakaet etre o daouarn ha da vezañ gwallgaset.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude m'en doe Nebuzaradan penn ar warded e gaset en-dro eus Rama. Pa gasas d'e gerc'hat, e oa ereet gant chadennoù e-touez harluidi Jeruzalem ha Juda dindan mont da Vabilon.
Holl bennoù an dud a vrezel a oa war ar maez, int hag o zud, a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour ar vro, hag en doa e lakaet war ar baotred, ar maouezed hag ar vugale, a-douez re baourañ ar vro, ar re ne oant ket bet harluet da Vabilon.