Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
Jeremiaz 4:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An holl gêrioù a dec'h gant trouz ar varc'hegerien hag ar waregerien. Mont a reont er c'hoadegi, pignat a reont war ar reier, an holl gêrioù a zo dilezet, ne chom den ebet enno. |
Neuze an AOTROU a gasas a-enep dezho pennoù arme roue Asiria, a dapas Manase evit e lakaat ouzh an hern, hag e voe ereet gant ur chadenn arem doubl, hag e voe kaset da Vabilon.
Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.
Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.
Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.
Neuze un toull-freuz a voe graet da gêr, hag an holl dud a vrezel a dec'has hag a yeas er-maez eus kêr, da noz, dre hent an nor etre an div voger e-kichen liorzh ar roue, e-pad ma oa ar Galdeiz en-dro da gêr, hag ez ejont etrezek ar blaenenn.
Kemer a raint ar wareg hag al lañs, garv ez int ha didruez, o mouezh a groz evel ar mor, ha pignet war gezeg-red, int renket evel un den a vrezel a-enep dit, merc'h Sion.
Gwelout a ris an Aotrou en e sav war an aoter, hag e lavaras: Sko war c'hourin an nor, ha ra greno an treuzoù, bruzun anezho war benn an holl. Me a lazho dre ar c'hleze ar re a vano. Den ebet eus ar re a dec'h ne c'hello tec'hout, den ebet eus ar re a ziflip ne c'hello diflipañ.
Neuze en em lakaint da lavarout d’ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d’ar krec’hiennoù: Goloit ac’hanomp!
Tud Israel a welas e oant en ur blegenn fall, rak ar bobl a oa spouronet. Ar bobl en em guzhas er c'hevioù, er bodennoù, e-touez ar reier, el lec'hioù kreñv hag er puñsoù.