Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.
Jeremiaz 4:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sellout a ran, ha setu n'eus den ebet, hag holl laboused an neñvoù o deus tec'het. |
Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.
War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.
Ha ne gastizin ket anezho evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?
Pesked ar mor, laboused an neñvoù, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war c'horre an douar a greno dirazon. Ar menezioù a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioù a vo taolet d'an douar.
Setu perak e kañvaouo ar vro, hag hec'h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neñvoù. Pesked ar mor zoken a varvo.