Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 4:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Setu perak e kañvaouo ar vro, hag hec'h holl dud a hirvoudo, gant loened ar parkeier ha laboused an neñvoù. Pesked ar mor zoken a varvo.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 4:3
17 Referencias Cruzadas  

An douar a zo e kañv ha faezh, al Liban a zo mezhek hag izelaet, Saron a zo deuet evel ul lanneg distro, Basan hag ar C'harmel a zo brañsellet.


Betek pegeit e vo ar vro er c'hañv ha geot an holl barkeier disec'het en abeg da zrougiezh an dud a zo o chom enni? Al loened hag al laboused a zo distrujet, rak ar re zrouk o deus lavaret: Ne welo ket hon dibenn.


Rak ar vro a zo leun a avoultrerien, ar vro a zo e kañv en abeg d'ar vallozh, peurvanoù ar gouelec'h a zo krazet. O redadenn n'a nemet d'ar fall, hag o nerzh d'ar pezh n'eo ket eeun.


Sellout a ran, ha setu n'eus den ebet, hag holl laboused an neñvoù o deus tec'het.


War ar menezioù e savin va mouezh gant daeroù, gant hirvoudoù, ha war beurvanoù ar gouelec'h e tisklêrin ur werz, rak devet int ha den ne dremen enno. Ne vez ken klevet trouz an tropelloù; laboused an neñvoù hag al loened o deus tec'het kuit, aet int kuit.


Ha ne gastizin ket anezho evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?


Pesked ar mor, laboused an neñvoù, loened ar parkeier, pep stlejvil a ruz war an douar, hag an holl dud a zo war c'horre an douar a greno dirazon. Ar menezioù a vo diskaret, ar reier uhel a gouezho, an holl vogerioù a vo taolet d'an douar.


Pegement e huanad al loened! An tropelloù ejened a zo mantret, dre ma n'o deus ket a beurvan. An tropelloù deñved zoken a zo brevet.


Lavarout a reas: An AOTROU a yudo eus Sion, hag e lakaio e vouezh da vezañ klevet eus Jeruzalem; peurvanoù ar vêsaerien a vo e kañv, ha lein ar C'harmel a zisec'ho.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU, Doue an armeoù, an Aotrou: War an holl leurioù e vo klemmoù, en holl straedoù e vo lavaret: Siwazh! Siwazh! Galvet e vo d'ar c'hañv al labourer-douar, ha d'ar c'hlemm ar re a lavar klemmganoù.


An douar, ha ne greno ket en abeg da-se? E holl annezidi, ha ne vint ket e kañv? An holl vro a zevero evel ur stêr a zic'hlann hag a goazh, evel stêr an Ejipt.


Gourdrouz a ra ar mor hag e tisec'h, kas a ra da hesk an holl stêrioù. Ar Basan hag ar C'harmel a goazh, bleuñv al Liban a goazh.


Lakaat a rin da vont da goll an dud hag al loened, da vont da goll laboused an neñvoù ha pesked ar mor, hag abegoù da gouezhañ gant ar re fall, hag e lamin an dud a-ziwar c'horre an douar, eme an AOTROU.


Me a skuilho anezhi, eme AOTROU an armeoù, hag ez aio e ti al laer hag e ti ar falstouer a dou e gaou em anv. Chom a raio e-kreiz e di, hag e lonko anezhañ gant e goad hag e vein.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos