Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.
Jeremiaz 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Emaint tro-dro dezhi evel ar re a ziwall ur park, rak eo bet disent ouzhin, eme an AOTROU. |
Met e voent disentus hag en em savjont a-enep dit, hag e taoljont da lezenn a-dreñv o c'hein. Lazhañ a rejont da brofeded a zouge anezho da zistreiñ ouzhit, hag e rejont dismegañsoù bras dit.
O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.
Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc'hiet.
Rak ur bobl disent ez int, mibien c'haouiat, mibien na fell ket dezho selaou lezenn an AOTROU,
D'an navet bloaz eus e ren, d'an dekvet miz, d'an dekvet eus ar miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e kampjont a-enep dezhi, hag e savjont tosennoù en-dro dezhi.
An AOTROU a zo reizh, rak ez on bet disent ouzh e c'henoù. Pobloù, selaouit holl, gwelit va glac'har. Va gwerc'hezed ha va zud yaouank a zo bet harluet.
Jeruzalem he deus gwall bec'het, setu perak ez eo deuet da vezañ un heug. An holl re hec'h enore a zispriz anezhi, rak gwelet o deus he noazhder. Hi hec'h-unan a hirvoud hag a zistro he fenn.