Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.
Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.
setu ar gomz en deus disklêriet an AOTROU a-enep dezhañ: Disprizañ a ra ac'hanout, c'hoarzhin a ra ouzhit, ar werc'hez merc'h Sion. Hejañ a ra he fenn war da lerc'h, merc'h Jeruzalem.
Marteze an AOTROU da Zoue en deus klevet komzoù Rabshake, kaset gant roue Asiria e vestr da zismegañsiñ an Doue bev, ha marteze an AOTROU da Zoue a gastizo ar c'homzoù en deus klevet. Gra sevel eta ur bedenn evit an nemorant a zo manet c'hoazh.
p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.
Hag e lavari ez kalon: Piv en deus roet ar vugale-mañ din? Kollet em boa va bugale hag e oan en distro, divroet ha dalc'het, piv en deus desavet ar re-mañ?
Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.
Penaos en deus an AOTROU en e gounnar goloet gant ur goumoulenn merc'h Sion? Taolet en deus eus an neñvoù d'an douar splannder Israel. Da zeiz e gounnar n'en deus ket bet soñj eus skabell e dreid.
Gwastet en deus e deltenn evel ul liorzh ha distrujet lec'h e vodadenn. An AOTROU en deus graet disoñjal e Sion ar gouelioù hag ar sabadoù. E fulor e gounnar en deus distaolet ar roue hag an aberzhour.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.