Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 1:7
37 Referencias Cruzadas  

Hag an AOTROU e Zoue a lakaas anezhañ etre daouarn roue Siria. Ar Siriz a drec'has warnañ hag a dapas un niver bras a brizonidi, a voe kaset da Zamask. Lakaet e voe ivez etre daouarn roue Israel, a reas dezhañ ur c'holl bras.


ar vro strujus en ul lanneg sall, abalamour da fallentez e annezerien.


Neuze e tigreskont hag ez int izelaet dre ar gwaskerezh, ar gwalleur hag ar boan.


Ra daolo ar c'hredour ar roued war ar pezh en deus, ra breizho diavaezidi e labour!


Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc'hiet.


Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.


He froudoù a vo troet e peg, he foultr e soufr, he douar a zeuio da vezañ peg entanet,


Rak da lec'hioù dilaosket ha glac'haret, ha da vro wastet, a vo bremañ re enk evit da dud. Emañ o pellaat ar re a lonke ac'hanout.


An oaned a beuro evel en o farkeier, hag an diavaezidi a zebro douaroù glac'haret ar re binvidik.


AOTROU an armeoù en deus lavaret da'm divskouarn: A-dra-sur e vo lakaet en glac'har an tiez niverus-se, an tiez bras ha kaer-se a vo hep den o chom enno!


Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,


E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.


An AOTROU en deus e douet dre e zorn dehou ha dre e vrec'h c'halloudek: Ne roin ken da winizh da vevañs da'z enebourien, ha mibien an diavaezidi ne evint ken da win, a zo bet produet gant da labour.


Da gêrioù santel a zo ur gouelec'h, Sion a zo ur gouelec'h, Jeruzalem a zo un distruj.


En abeg da gounnar AOTROU an armeoù, an douar a zo entanet, hag ar bobl a zeu da vezañ preizh an tan, den ne espern e vreur.


Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.


Al leonedigoù o deus yudet a-enep dezhañ, lakaet o deus o mouezh da glevout, graet o deus ur gwastadur eus e vro, e gêrioù a zo devet, n'eus den ebet enno.


Al leon a bign er-maez eus e doull, distrujer ar broadoù a zo o kerzhout, deuet eo kuit eus e lec'h, evit ober eus da vro ur glac'har. Da gêrioù a vo distrujet, ha ne vo den o chom enno.


Neuze va c'hounnar ha va fulor a zo bet skuilhet, hag o deus entanet kêrioù Juda ha straedoù Jeruzalem, a zo deuet da vezañ ur gouelec'h hag ur glac'har, evel ma vez gwelet hiziv.


Jeruzalem, degemer ar gelennadurezh, gant aon na zistagfe va ene diouzhit, ha gant aon na rafen ac'hanout ur gouelec'h, un douar didud.


Hag e lakain da baouez e kêrioù Juda hag e straedoù Jeruzalem mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, rak ar vro a vo gwastet.


Hon hêrezh a zo tremenet da ziavaezidi, hag hon tiez da dud estren.


en abeg da-se e roan ac'hanout da vibien ar sav-heol e perc'henniezh. Lakaat a raint o c'hamp en da greiz hag e raint du-se o annez, debriñ a raint da frouezh hag ec'h evint da laezh.


Hag e tisec'hin ar stêrioù, hag e lakain ar vro etre daouarn tud drouk; gwastañ a rin ar vro hag ar pezh a zo ennañ dre zorn diavaezidi. Me an AOTROU am eus komzet.


An diavaezidi o deus lonket e nerzh, met ne oar ket. E benn a zo hadet a vlev gwenn, met ne oar ket.


Dre ma hadont an avel, e vedint ar gorventenn. N'o devo ket a ed, ar pezh a gresko ne roio ket a vleud, ha mard eus, an diavaezidi a lonko anezhañ.


hag ho stlabezin e-touez ar broadoù hag e tennin ar c’hleze war ho lerc’h. Ho pro a vo dismantret hag ho kêrioù didud.


Neuze an douar en em akuito eus e zeizioù sabad e-pad ma vo gwastet hag e-pad ma viot e bro hoc’h enebourien; neuze an douar a ziskuizho hag en em akuito eus e zeizioù sabad.


e lamin kêrioù da vro, hag e tiskarin da holl kreñvlec'hioù,


Setu perak em eus skoet ganit hag ez out klañv, da zistrujet em eus en abeg da'z pec'hedoù.


Ur bobl na'z po ket anavezet a zebro frouezh da zouar, da holl labour, ha ne vi bepred nemet heskinet ha mac'het.


An diavaeziad a vo ez touez a savo a-us dit en nec'h-tre, hag e tiskenni en traoñ-tre,


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos