Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!
Jeremiaz 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ur vouezh a zegas keloù adalek Dan, hag a gemenn ar glac'har adalek menez Efraim. |
Pegen kaer eo war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, a embann ar peoc'h, a zegas keleier mat diwar-benn ar gwellañ, a embann ar silvidigezh, hag a lavar da Sion: Emañ da Zoue o ren!
Setu, un trouz a zo klevet, un trouz bras a zeu eus bro an hanternoz, evit treiñ kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket hag ober anezho toulloù evit an aourgon.
Mibien Benjamin, tec'hit eus kreiz Jeruzalem, sonit ar shofar e Tekoa, savit un arouez-tan e Bet-Hakerem, rak an droug a zeu eus an hanternoz hag un distruj bras.
Diouzh tu Dan e vez klevet c'hwirinadeg e gezeg, an holl zouar a gren gant trouz gourriziadennoù e re greñv. Dont a reont da zebriñ ar vro hag ar pezh a zo enni, kêr hag ar re a zo o chom enni.
Jozue a lavaras: Mard out ur bobl niverus, pign d'ar goadeg, ha troc'h anezhi d'ober lec'h evidout e bro ar Ferezianed hag ar Refaim, pa'z eo re enk dit menez Efraim.
Santelaat a rejont eta Kedesh e Galilea, e menez Neftali, Sichem e menez Efraim, ha Kirjad-Arba, a zo Hebron, e menez Juda.
Anvet e voe kêr: Dan, hervez anv Dan o zad, a oa bet ganet en Israel. Met anv ar gêr diagent a oa Laish.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.