Jeremiaz 38:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank. |
Gortozet em eus er sioulder an AOTROU: en em droet eo bet war-zu ennon, klevet en deus va c'hriadennoù.
Neuze, arme roue Babilon a sezize Jeruzalem, hag ar profed Jeremiaz a oa dastumet e porzh an toull-bac’h, a oa e ti roue Juda.
Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.
Evel-se eo ez eas Jeremiaz e ti ar poull, d'ar c'helloù; ha Jeremiaz a chomas pell eno.
Ar roue Sedesia a c'hourc'hemennas ma vije miret e porzh an toull-bac'h ha ma vije roet dezhañ ur varaenn eus straed ar Varaerien, betek ma vije debret holl varaoù kêr. Evel-se e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
Neuze e tennjont Jeremiaz gant ar c'herdin hag e lakajont anezhañ da bignat er-maez eus ar puñs. Hag e chomas Jeremiaz e porzh an toull-bac'h.
An holl vaouezed a zo manet e ti roue Juda a vo kaset er-maez da bennoù roue Babilon, hag e lavarint ez out bet touellet ha trec'het dre da vignoned a beoc'h. Da dreid o deus sanket er fank, hag ez int aet kuit.
Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez.
Hag evidout, dre nerzh gwad da emglev, e tennin da brizonidi eus ar foz e-lec'h n'eus ket a zour.
O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù.
Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.