Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Hag evidout, dre nerzh gwad da emglev, e tennin da brizonidi eus ar foz e-lec'h n'eus ket a zour.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 9:11
32 Referencias Cruzadas  

Ha me, da belec'h ez in da gas va dismegañs? Ha te a vo evel un den diskiant en Israel. Bremañ eta, mar plij, komz ouzh ar roue, ha ne harzo ket ouzhit da'm c'haout.


Ha te, mar kerzhez dirazon evel m'en deus kerzhet David da dad, oc'h ober kement a c'hourc'hemennan dit, mar mirez va reolennoù ha va barnedigezhioù,


evit tennañ e ene eus ar poull, hag evit e sklaeriañ gant sklêrijenn ar re vev.


AOTROU va Doue, kriet em eus dit hag ec'h eus va yac'haet.


Gortozet em eus er sioulder an AOTROU: en em droet eo bet war-zu ennon, klevet en deus va c'hriadennoù.


Ar re izel en gwelo hag a laouenaio, ho kalon a vevo a-nevez, c'hwi hag a glask Doue.


Moizez a gemeras eta ar gwad hag a sparfas anezhañ war ar bobl, en ur lavarout: Setu gwad an emglev en deus graet an AOTROU evidoc'h hervez e holl gomzoù.


Dastumet e vint evel ar re zalc'het en un toull-bac'h, klozet en ur prizon, hag a-benn kalz a zevezhioù e vint kastizet.


Ha setu ur bobl preizhataet ha diwisket; emaint holl chadennet e toulloù, kuzhet e toulloù-bac'h; deuet int da vezañ ur preizh ha nikun na zieub anezho, un diwisk ha den na lavar: Daskor!


evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deñvalijenn.


evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec'hiennoù.


Prestik e vo dieubet an den dalc'het, ne varvo ket er poull, ne vanko ket bara dezhañ.


Da re a adsavo dismantroù kozh, te a adaozo diazezoù rivinet abaoe ar rummadoù tremenet, anvet e vi an dreser freuzoù, an adaozer hentoù, evit ma vo kevannezus ar vro.


Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,


Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.


O roue! Savet eo soñjoù ennout war da wele diwar-benn ar pezh a c'hoarvezo en amzer da zont, hag an hini a ziskuilh an traoù kuzhet a ro dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo.


rak hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz, evit pardon ar pec’hedoù.


Hag e lavaras dezho: Hemañ eo va gwad, ar gwad eus an emglev nevez skuilhet evit kalz.


O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.


En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc’h.


Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,


Evel-se ivez, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon bep gwech ma’c’h evot dioutañ.


met te a chomo amañ ganin, hag e lavarin dit an holl c'hourc'hemennoù, reolennoù ha barnedigezhioù a zeski dezho evit ma raint diouto er vro a roan dezho da hêrezh.


Anez e vije bet paouezet d’o c’hinnig, abalamour d’ar re a rae al lid, o vezañ ur wech glanaet, n’o dije bet ken koustiañs ebet eus o fec’hedoù.


A bebezh kastiz brasoc’h a gav deoc’h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac’ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c’hras?


An Doue a beoc’h, hag en deus degaset en-dro a-douez ar re varv mesaer bras an deñved dre wad an emglev peurbadus, hon Aotrou Jezuz,


Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos