Hag e lavaras: Setu perak, selaouit ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Jeremiaz 34:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Koulskoude, selaou komz an AOTROU, Sedesia roue Juda! Evel-henn e komz an AOTROU diwarnout: Ne varvi ket dre ar c'hleze. |
Hag e lavaras: Setu perak, selaouit ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
hag e kaso Sedesia da Vabilon, hag eno e vo betek ma weladennin anezhañ, eme an AOTROU, ha mar stourmit a-enep ar Galdeiz, ne reot ket berzh?
Ha ne dec'hi ket eus e zorn, met a-dra-sur e vi tapet, hag e vi lakaet etre e zaouarn, ha da zaoulagad a welo daoulagad roue Babilon, hag e komzo ouzhit genoù ouzh genoù, ha mont a ri da Vabilon.
Mervel a ri e peoc'h, hag evel ma voe devet louzoù-frondus evit da dadoù, ar rouaned a zo bet a-raok dit, evel-se e vo devet ivez evidout, ha gouelet e vo dit o lavarout: Siwazh Aotrou! Rak disklêriet em eus ar gomz-se, eme an AOTROU.
En em zalc'h ouzh dor ti an AOTROU, hag ac'hane youc'h ar gomz-mañ o lavarout: Selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a ya dre an dorojoù-mañ evit stouiñ dirak an AOTROU.
Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.