Setu, Doue hag e aberzhourien a zo ganeomp, en hor penn, hag o deus ganto an trompilhoù tregernus, evit tregerniñ a-enep deoc'h. Mibien Israel, na stourmit ket a-enep an AOTROU, Doue ho tadoù, rak ne reot ket berzh.
Ha Spered Doue a wiskas Zakaria mab an aberzhour Jehojada. Hemañ en em zalc'has en e sav dirak ar bobl, hag e lavaras dezho: Evel-henn e komz Doue: Perak e torrit gourc'hemenn an AOTROU? Ne reot ket berzh, rak dilezet hoc'h eus an AOTROU, hag eñ a zilezo ac'hanoc'h.
Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.
Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoù marv tud am eus skoet ganto em c'hounnar hag em fulor, hag en abeg d'o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gêr-mañ.
Ha pa ho pefe trec'het zoken holl arme ar Galdeiz a stourm ouzhoc'h, ha ne vanfe diouto nemet gloazidi, e savfent, pep hini anezho en e deltenn, hag e tevfent ar gêr-mañ dre an tan.
Adalek m'o gwelas Sedesia roue Juda hag an holl dud a vrezel, e tec'hjont hag ez ejont er-maez eus kêr, da noz, dre hent liorzh ar roue, dre an nor etre an div voger. Mont a rejont etrezek ar blaenenn.
Met arme ar Galdeiz a redas war o lerc'h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. O vezañ e dapet, e tegasjont anezhañ da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec'h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.
Yev va direizhderioù a zo ereet gant e zorn. Gweadennet int, hag e pouezont war va gouzoug. Torret en deus va nerzh, an AOTROU en deus va lakaet etre daouarn na c'hellan ket stourm outo.
Ar priñs a zo en o zouez a zougo e bakad war e skoaz hag a yelo er-maez en deñvalijenn. Ar voger a vo toullet dezhañ, evit e gas er-maez. Goleiñ a raio e zremm, evit na welo ket an douar.
Met hemañ a zo en em savet a-enep dezhañ o kas kannaded d'an Ejipt, evit ma vefe roet dezhañ kezeg hag un niver bras a dud. Hag e raio berzh? Hag en em saveteo an hini a ra hevelep traoù? Torret en deus an emglev, hag e tec'hfe kuit?