Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada, a gelenne anezhañ.
Jeremiaz 34:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha c'hwi, graet hoc'h eus un distro war gement-se en ur ober ar pezh a zo reizh ouzh va daoulagad, embannet en deus pep hini ar frankiz evit e nesañ, ha graet hoc'h eus un emglev dirazon, en ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ. |
Joaz a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, e-pad holl vuhez an aberzhour Jehojada, a gelenne anezhañ.
Ober a reas ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU, nann koulskoude evel David e dad. Ober a reas holl evel m'en doa graet Joaz e dad.
Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.
a unanas ouzh o breudeur, ar re uhelañ anezho, hag e ouestljont gant le, o touiñ da gerzhout e lezenn Doue a oa bet roet dre Voizez servijer Doue, da virout ha d'ober hervez holl c’hourc’hemennoù an AOTROU hon Aotrou hag hervez e varnedigezhioù hag e reolennoù,
Bemdez e klaskont ac'hanon, hag e fell dezho anavezout va hentoù, evel ur vroad he defe miret ar reizhder ha n'he defe ket dilezet barnedigezhioù he Doue. Goulenn a reont diganin barnadennoù a justis hag e fell dezho bezañ tost da Zoue.
Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,
Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.
Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.