Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 25:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Santelaat a reot an hanter-kantvet bloaz hag ec’h embannot frankiz er vro evit hec’h holl dud. Bez’ e vo evidoc’h ar jubile, hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh hag e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e diegezh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 25:10
30 Referencias Cruzadas  

Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ra bigno da Jeruzalem a zo e Juda, ra savo ti an AOTROU, Doue Israel, an Doue a zo e Jeruzalem.


a ro o gwir d'ar re a zo gwasket, a ro bara d'ra re o deus naon! An AOTROU a ziere ar re zalc'het,


Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec'hiennoù.


Rak deiz ar veñjañs a zo em c'halon, ha deuet eo bloavezh va dasprenidi.


An holl bennoù hag an holl bobl aet en emglev-se a zivizas kas frank pep hini e servijer ha pep hini e vatezh, evit na lakaje den da sklav anezho ken. Sentiñ a rejont, hag e kasjont anezho kuit.


Ar gomz a voe disklêriet a-berzh an AOTROU da Jeremiaz, goude ma reas ar roue Sedesia un emglev gant holl bobl Jeruzalem, evit embann ar frankiz en o zouez,


Met mar ra ur prof diwar e hêrezh da unan eus e servijerien, kement-se a vo dezhañ betek bloavezh ar frankiz, hag e tistroio d'ar priñs. E hêrezh a vo nemet d'e vibien, chom a raio ganto.


An hanter-kantvet bloavezh a vo evidoc’h ar jubile; ne hadot ket ha ne vedot ket ar pezh a gresko, ne zastumot ket ar winieg digempenn,


Er bloaz-se eus ar jubile, e tistroio pep hini ac’hanoc’h en e berc’henniezh.


Neuze ez aio kuit eus da di, eñ hag e vibien gantañ, hag e tistroio d’e diegezh, e perc’henniezh e dadoù.


Ma n’eo ket dasprenet ebet, ez aio kuit da vloaz ar jubile, eñ hag e vibien gantañ.


penaos, o vezañ hon tennet eus dorn hon enebourien, e roje deomp da servijañ anezhañ hep aon


Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec’h ma’z emañ Spered an Aotrou, eno emañ al librentez.


rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale.


Breudeur, galvet oc’h bet d’ar frankiz, koulskoude na gemerit ket digarez eus ar frankiz-se evit bevañ hervez ar c’hig, met bezit dre garantez servijer an eil d’egile.


evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos