En deiz-se e vo sonet gant ar shofar, hag ar re a oa kollet e bro Asiria, hag ar re a oa kaset kuit e bro Ejipt, a zeuio hag a stouo dirak an AOTROU, war ar menez santel e Jeruzalem.
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus: d’ar seizhvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, ne reot labour ebet, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.
Komz da vibien Israel ha lavar: D’ar seizhvet miz, d’an deiz kentañ eus ar miz, ho po un diskuizh, un eñvor embannet gant son an trompilhoù, ur c’hengalv santel.
D’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se e vo an deiz-pardon; bez’ ho po ur c’hengalv santel, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, hag e kinnigot d’an AOTROU profoù graet dre an tan.
En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, e penn-kentañ ho mizioù, e sonot gant an trompilhoù war ho loskaberzhoù ha war hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezañ eñvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.
Pa zeuio ar jubile evit mibien Israel, o hêrezh a vo unanet da hêrezh ar meuriad a vo o hini; evel-se e vo lamet o hêrezh diwar hêrezh meuriad hon tadoù.
dre c’halloud ar mirakloù hag ar burzhudoù, dre c’halloud Spered Doue, en hevelep doare ma em eus skuilhet dre holl Aviel Krist adalek Jeruzalem hag ar broioù nesañ betek Illiria.
Rak n’eo ket a-walc’h ma’z eo bet klevet ger an Aotrou eus ho pro e Makedonia hag en Akaia, met ar feiz hoc’h eus e Doue a zo bet anavezet e pep lec’h, en hevelep doare ma n’hon eus ezhomm ken da gomz.
Seizh aberzhour a zougo seizh shofar e korn tourz dirak an arc'h. Ha d'ar seizhvet deiz, e reot tro kêr seizh gwech, hag an aberzhourien a sono gant ar shofaroù.