Jeremiaz 32:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.
Goude-se ar roue a lavaras d'an aberzhour Abiatar: Kae da Anatod, war da zouaroù, rak ez out dellezek eus ar marv, koulskoude ne lakain ket ac'hanout d'ar marv hiziv, rak douget ec'h eus arc'h an Aotrou AOTROU dirak David va zad, hag ec'h eus bet perzh en holl c’hlac’haroù va zad.
hag eus meuriad Benjamin, Geba gant he fabourzioù, Alemed gant he fabourzioù, Anatod gant he fabourzioù. O holl gêrioù a oa trizek kêr, hervez o ziegezhioù.
Ober a ris evel ma oa bet gourc'hemennet din, kas a ris er-maez va fakadoù, evel pakadoù beaj, e-kreiz an deiz; d'abardaez e toullis gant va dorn ar voger; en deñvalijenn e kasis anezho er-maez, hag e tougis anezho war va skoaz dirak o daoulagad.