hag ouzhpenn-se e oa ar pezh a zegase ar werzherien hag ar varc'hadourien. Holl rouaned Arabia, ha gouarnourien ar broioù-se a zegase aour hag arc'hant da Salomon.
met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.
Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.
Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc’h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Neuze e c'houzañvint poanioù niverus hag enkrezioù, hag e komzo ar c'hantik-mañ evel test en o enep, dre ma ne vo ket ankounac'haet gant genoù o lignez. Rak anavezout a ran o mennozhioù, o deus diskuliet dija hiziv, a-raok ma em eus o derenet d'ar vro am eus touet.
Rak gouzout a ran penaos, goude va marv, en em vreinot hag e tistroiot diouzh an hent am eus gourc'hemennet deoc'h; hag e c'houzañvot poanioù en deizioù da zont, pa ho po graet ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, o fuloriñ anezhañ dre oberennoù ho taouarn.