Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 11:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hag e kemeris va gwalenn Kaerder, hag e torris anezhi evit terriñ va emglev am boa graet gant an holl bobloù.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 11:10
20 Referencias Cruzadas  

Eus Sion, peurvat e kaerder, Doue en deus lugernet.


Met ec'h eus distaolet ha disprizet, kounnaret out bet a-enep da Olevad.


Ra vo madelezh an AOTROU hon Doue warnomp! Starta oberenn hon daouarn, ya, starta oberenn hon daouarn.


Na zispriz ket ac'hanomp en abeg da'z anv, na zizenor ket tron da c'hloar, az pez soñj, na dorr ket da emglev ganeomp.


Lavar da di Israel: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da zisakrañ va santual, lorc'h ho kalloud, plijadur ho taoulagad, ar pezh a gar hoc'h eneoù. Hag ho mibien hag ho merc'hed hoc'h eus lezet a gouezho dre ar c'hleze.


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


An AOTROU a lavaras: Galv e anv Lo-Ammi, rak n'oc'h ket va fobl ha n'on ket deoc'h.


Ha lakaat a ris da beuriñ an deñved dileuriet evit ar gigerezh, e gwirionez ar re baourañ eus an tropell. Hag e kemeris div walenn, am eus anvet unan Kaerder hag eben Unaniezh, hag e lakais an deñved da beuriñ.


Hervez niver an deizioù hoc'h eus spiet ar vro, daou-ugent deiz, e tougot poan ho tireizhder e-pad daou-ugent vloaz, ur bloaz evit pep devezh, hag e ouiot petra eo bezañ dioueret ac'hanon.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c’hoarvezet an holl draoù-se.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos