Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 11:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Hag e lavaris: N'ho mesain ken! Ra varvo an hini a zle mervel; ra yelo da goll an hini a zle bezañ kollet; hag evit ar re a chomo, ra zebro an eil kig eben.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 11:9
22 Referencias Cruzadas  

Hag e lakain anezho da zebriñ kig o mibien ha kig o merc'hed, hag e tebrint kig an eil egile e-pad ar seziz, en enkrez ma vint kaset ennañ gant o enebourien ha gant ar re a glask o buhez.


Mar gra goulennoù ouzhit ar bobl-mañ, pe ar profed, pe un aberzhour, mar lavar dit: Pehini eo diougan an AOTROU? e lavari dezho: Pehini eo an diougan? Me ho tilezo! eme an AOTROU.


en abeg da-se, ma a ankounac'haio ac'hanoc'h holl, hag ho taolin kuit a-zirazon, c'hwi hag ar gêr am boa roet deoc'h ha d'ho tadoù,


Dont a raio hag e skoio war vro Ejipt, d'ar marv ar re a zo evit ar marv, d'an harlu ar re a zo evit an harlu, d'ar c'hleze ar re a zo evit ar c'hleze.


Tadoù a zebro o mibien en da greiz, ha mibien a zebro o zadoù. Evel-se e rin va barnedigezhioù a-enep dit, hag e stlabezin an nemorant d'an holl avelioù.


Va fobl a zo distrujet dre zianaoudegezh. Pa ec'h eus taolet kuit an anaoudegezh, me az taolo kuit ivez, ha ne vi ken aberzhour dirazon. Pa ec'h eus ankounac'haet lezenn da Zoue, me ivez a ankounac'haio da vibien.


Hag e c'hoarvezo er vro holl, eme an AOTROU, ma vo lamet kuit div lodenn anezhi, hag a yelo da goll, ha ma chomo an drederenn.


Lezit anezho, tud dall int o ren tud dall. Mar ren un den dall un den dall all, e kouezhint o-daou er poull.


O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac’hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec’has.


Setu perak e lavaran deoc’h, penaos rouantelezh Doue a vo lamet diganeoc’h ha roet d’ur vroad a roio ar frouezh anezhi.


Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m’hoc’h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d’ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec’h ez a.


Neuze Jezuz a lavaras dezho c’hoazh: Mont a ran kuit hag e klaskot ac’hanon hag e varvot en ho pec’hed. Ne c’hellot ket dont e-lec’h ma’z an.


Setu perak em eus lavaret deoc’h e varvot en ho pec’hedoù, rak ma ne gredit ket emaon, e varvot en ho pec’hedoù.


An hini a zo direizh ra vo direizh c’hoazh, an hini a zo hudur ra en em huduraio c’hoazh, an hini a zo reizh ra vo reizh c’hoazh, an hini a zo santel ra en em santelaio c’hoazh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos