Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 11:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Lavarout a ris dezho: Mar kavit mat, roit din va gopr; anez na rit ket. Hag e pouezont evit va gopr tregont pezh arc'hant.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 11:12
16 Referencias Cruzadas  

Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.


Evel ma tremene marc'hadourien madianat, e tennjont hag e tapjont Jozef eus ar puñs, hag e werzhjont Jozef evit ugent pezh arc'hant d'an Ismaeliz. Ar re-mañ en kasas d'an Ejipt.


e komzas Akab ouzh Nabod o lavarout dezhañ: Ro din da winienn, evit ma rin ul liorzh c'hlas, rak tost eo ouzh va zi. Hag e roin dit ur winienn welloc'h eviti, pe mar plij dit, e roin dit arc'hant evit he zalvoudegezh.


Ha bremañ, gourc'hemenn ma vo troc'het din sedrez el Liban, ha va servijerien a vo gant da servijerien. Reiñ a rin dit ar gopr a c'houlenni evit da servijerien, rak te a oar n'eus den e-touez ac'hanomp o c'houzout troc'hañ koad evel ar Sidoniz.


An dra-se a blijas d'ar roue ha d'an holl vodadenn,


Mar broch an ejen gant e gerniel ur sklav pe ur sklavez, roet e vo tregont sikl arc'hant d'o mestr hag an ejen a vo meinataet.


Evel-se e prenis park Anatod digant Hanameel mab va eontr, hag e pouezis dezhañ an arc'hant: seitek sikl arc'hant.


mar d-eo ur vaouez, e vo tregont sikl.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


hag a lavaras: Petra a roit din, ha me en droukroio deoc’h? Int a reas marc’had gantañ eus tregont pezh arc’hant.


hag o rojont evit park ar poder, evel m’en deus an Aotrou urzhiet din.


Neuze e voe peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant Jeremia ar profed: Kemeret o deus an tregont pezh arc’hant, gwerzh an hini a zo bet lakaet e briz, an hini a zo bet lakaet e briz gant mibien Israel,


Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos