Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.
Jeremiaz 29:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e c'halvot ac'hanon hag ez eot kuit; va fediñ a reot hag e selaouin ouzhoc'h. |
Pediñ a reas anezhañ, ha Doue a asantas d'e bedenn hag a selaouas e c'houlenn, o reiñ dezhañ da zistreiñ da Jeruzalem ha d'e rouantelezh. Ha Manase a anavezas eo an AOTROU a zo Doue.
mar distroont da'z kavout a-greiz o holl galon hag o holl ene e bro o harlu ma vint harluet enni, mar pedont o sellout etrezek o bro ac'h eus roet d'o zadoù, etrezek ar gêr-mañ ac'h eus dibabet, hag etrezek an ti-mañ am eus savet da'z anv,
AOTROU, klevout a rez c'hoant ar re c'hlac'haret: starta o c'halonoù, ro ur skouarn evezhiek dezho,
Seveniñ a ra c'hoant an holl re a zouj anezhañ, klevout a ra o c'hriadenn hag e tieub anezho.
AOTROU, en o estrenvan ez ejont da'z kavout, stlabezet o deus o c'hlemmoù pa'z eo bet da gastiz warno.
Rak ne oueli ket ken, pobl Sion hag a zo o chom e Jeruzalem; ober a raio trugarez dit pa grii, adalek ma klevo ac'hanout, e selaouo ouzhit.
Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.
En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.
C'hwi hag a zo tec'het eus ar c'hleze, it ha na baouezit ket! En douar pell, ho pet soñj eus an AOTROU, ha ra vo Jeruzalem dirak ho kalonoù.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C'hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mañ dezho: Kreskiñ a rin an dud evel un tropell.
Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.
An drederenn-se a lakain da dremen en tan, o furaat a rin evel ma vez puraet an arc'hant, o amprouiñ evel ma vez amprouet an aour. Ar re-se a c'halvo va anv, ha me a selaouo outo, hag e lavarin: Va fobl! Hag e lavarint: An AOTROU eo va Doue.