Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 29:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Va c'hlask a reot, hag em c'havot, dre ma klaskot ac'hanon a-greiz-kalon.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 29:13
33 Referencias Cruzadas  

hag evit ma seveno an AOTROU ar gomz en deus disklêriet din o lavarout: Ma laka da vibien evezh d'o hent, evit kerzhout dirazon er wirionez, a-greiz o holl galon hag o holl ene, ne vanki ket da gavout ur warlerc'hiad azezet war dron Israel.


Ar roue en em zalc'has e-kichen ar golonenn, hag a reas emglev dirak an AOTROU, da gerzhout war-lerc'h an AOTROU, ha da virout e c'hourc'hemennoù, e destenioù hag e reolennoù, a holl galon hag a holl ene, en ur ober hervez komzoù an emglev skrivet el levr-se. Hag an holl bobl a asantas d'an emglev-se.


Bremañ lakait ho kalonoù hag hoc'h ene da glask an AOTROU ho Toue, savit, grit ur santual d'an AOTROU Doue, evit degas arc'h emglev an AOTROU ha listri santel Doue d'an ti a zle bezañ savet da anv an AOTROU .


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Klask a reas Akazia, a oa kuzhet e Samaria. Tapet e voe ha degaset etrezek Jehu, hag e voe lakaet d'ar marv. Hag e voe sebeliet, rak lavaret e voe: Mab Jozafad eo, an hini en deus klasket AOTROU eus kreiz e galon. Ha ne voe den ken eus ti Akazia a vefe gouest da ren.


En holl oberennoù a reas evit servij ti Doue, hag evit al lezenn, hag evit ar gourc'hemennoù, e klaskas e Zoue hag e labouras a-greiz e galon, hag e reas berzh.


Da glask a ran eus kreiz va c'halon, na'm lez ket da zieñchañ pell diouzh da c'hourc'hemennoù!


Krial a ran a-greiz va c'halon, respont din, AOTROU, hag e virin da reolennoù.


Eürus ar re vir e destenioù, a glask anezho a-greiz o c'halon,


Da bedet em eus a-greiz va c'halon: Az pez truez ouzhin hervez da bromesa!


Tud lorc'hus o deus ijinet traoù faos em enep. Me a viro da gemennadurioù e kreiz va c'halon.


An AOTROU a zo tost d'an holl re a bed anezhañ, d'an holl re a bed anezhañ e gwirionez.


Evel-se pep den leal a aspedo ac'hanout en amzer ma vez kavet. Ha pa zic'hlanno an doureier bras, ne vo ket tapet ganto.


Va aspediñ a raio hag e selaouin anezhañ, hag e vin gantañ en anken, hag en tenin ac'hane, hag e roin gloar dezhañ.


Ne'm eus ket komzet e kuzh, nag en ul lec'h teñval eus an douar, ne'm eus ket lavaret da lignez Jakob: Va c'hlaskit en aner. Me eo an AOTROU, an hini a zisklêr ar pezh a zo reizh hag a gemenn ar pezh a zo eeun.


Saron a vo ur peurvan d'an deñved, traonienn Akor a vo ur repu d'ar saout, evit va fobl en devo klasket ac'hanon.


Hag e roin dezho ur galon da'm anavezout, me an AOTROU, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, dre ma tistroint da'm c'havout a-greiz-kalon.


Hag en desped da gement-se holl, Juda he c'hoar c'hanas n'eo ket distroet ouzhin a-greiz he c'halon, met gant touell, eme an AOTROU.


En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, mibien Israel a zeuio, int ha mibien Juda a-gevret. Kerzhout a raint en ur ouelañ, hag e klaskint an AOTROU o Doue.


Hag ez in kuit, hag e tistroin da'm lec'h, betek ma'c'h anavezint ez int kablus ha ma klaskint va dremm. En o enkrez, e klaskint ac'hanon gant pres.


Ha bremañ c'hoazh, eme an AOTROU, distroit din a holl galon, gant yun, daeroù ha klemmvanoù.


Goulennit hag e vo roet deoc’h, klaskit hag e kavot, skoit hag e vo digoret deoc’h.


Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos