Hag e kasin warno ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, betek ma vint distrujet a-ziwar an douar am boa roet dezho ha d'o zadoù.
Jeremiaz 27:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar vroad pe ar rouantelezh na servijo ket Nebukadnezar roue Babilon, ha na lakaio ket e c'houzoug dindan yev roue Babilon, ar vroad-se a gastizin-me, eme an AOTROU, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, betek ma em bo distrujet anezho dre e zorn. |
Hag e kasin warno ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, betek ma vint distrujet a-ziwar an douar am boa roet dezho ha d'o zadoù.
setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.
Met ar vroad a lakaio e c'houzoug dindan yev roue Babilon hag a servijo anezhañ, a lezin en he douar, eme an AOTROU, evit ma en labouro ha ma chomo warnañ.
Perak e varvfec'h, te ha da bobl, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, evel m'en deus lavaret an AOTROU diwar-benn ar vroad na servijo ket roue Babilon?
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lakaet em eus ur yev houarn war c'houzoug an holl vroadoù-se, evit ma servijint Nebukadnezar roue Babilon, dre ma servijint anezhañ; ha roet em eus dezhañ zoken loened ar parkeier.
Me a lakaio da zistreiñ d'al lec'h-mañ, eme an AOTROU, Jekonia mab Jojakim roue Juda, gant an holl harluidi Juda a zo aet da Vabilon, rak terriñ a rin yev roue Babilon.
evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu ez an da gas a-enep dezho ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag o lakain da zont evel fiez gwall fall na c'hell ket bezañ debret, ken fall ma'z int.
Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,
Gedalia mab Ahikam mab Shafan a douas dezho ha d'o zud, o lavarout: N'ho pet ket aon da servijañ ar Galdeiz, chomit er vro ha servijit roue Babilon, hag ez aio mat an traoù ganeoc'h.
Rak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Petra bennak ma kasan va fevar barn drouk a-enep Jeruzalem, ar c'hleze, an naonegezh, al loened noazus hag ar vosenn, evit lemel diouti tud ha loened,