Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 27:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 C'hwi eta, na selaouit ket ho profeded, ho tivinourien, hoc'h huñvreerien, ho steredourien, hoc'h hudourien, a gomz ouzhoc'h o lavarout: Ne servijot ket roue Babilon.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 27:9
26 Referencias Cruzadas  

Ne lezi ket da vevañ ar sorserez.


Met Faraon a c'halvas ivez ar re fur hag ar sorserien; ha strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù.


Paouez, va mab, da selaou un deskadurezh a c'hellfe da zistreiñ diouzh gerioù an anaoudegezh.


Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?


Hag e lavaras an AOTROU din: Profedet eo ar gaou gant ar brofeded-se em anv. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, ne'm eus ket komzet outo. Gweledigezhioù faos, diouganoù aner ha touelloù eus o c'halon a brofedont deoc'h.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Na selaouit ket ouzh komzoù ar brofeded a zo o profediñ deoc'h! Ho lakaat a reont da zont da vezañ aner, o tisklêriañ gweledigezh o c'halon ha nann eus genoù an AOTROU.


Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediñ ar gaou em anv hag o lavarout: Un huñvre am eus bet! Un huñvre am eus bet!


Setu, droug em eus ouzh ar re a zo o profediñ huñvreoù faos, eme an AOTROU, a zisklêr anezho hag a ziank va fobl gant o gevier hag o herded. Ne'm eus ket o c'haset, ne'm eus ket roet a garg dezho, en doare ma ne dalvezont da netra evit va fobl, eme an AOTROU.


Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Ra ne douello ket ac'hanoc'h ar brofeded a zo en ho touez hag an divinourien, ha na selaouit ket an huñvreoù a huñvreit.


Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir hoc'h eus degaset soñj eus ho tireizhder, en ur lakaat ho tisentidigezh en noazh, en ur tiskouez ho pec'hedoù en hoc'h holl oberoù, peogwir hoc'h eus bet soñj anezho, e viot tapet gant an dorn-mañ.


Neuze e teuas an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien, hag e lavaris dezho an huñvre, met ne c'helljont ket reiñ an disklêriadenn din.


Ar welerien a vo mezhek, hag an diouganerien a ruzio gant an dismegañs, an holl a c'holoio o barv, rak ne vo respont ebet a-berzh Doue.


Rak an terafim o deus komzoù gaouiat, an divinourien o deus gwelet ar gaou, ober a reont hunvreoù aner, hag e roont ur frealz a netra. Setu perak ez eont kuit evel un tropell deñved, hag ez int glac'haret dre vank a vêsaer.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


Douget e oant dezhañ dre m’en doa abaoe pell amzer souezhet anezho gant e oberoù sorserezh.


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h dre gomzoù aner, rak abalamour d’an traoù-se e teu fulor Doue war ar vugale disent.


ha ma c'hoarvez ar sin-se pe ar burzhud-se en deus komzet diwar e benn en ur lavarout: Deomp war-lerc'h doueoù all na'c'h eus ket anavezet ha servijomp anezho!


Rak ar broadoù-se, a gasi kuit, a selaou ouzh an hudsteredourien hag ouzh an divinourien; met dit-te, n'out ket aotreet gant an AOTROU da Zoue.


Mibien Israel a lazhas gant barvenn ar c'hleze Balaam mab Beor, an divinour, e-touez ar re a voe lakaet d'ar marv ganto.


Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac’h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc’hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.


Met evit ar re zidalvez, ar re ziskredik, ar re euzhus, ar vuntrerien, ar c’hastaouerien, ar strobinellerien, an idolourien hag an holl c’haouiaded, o lod a zo er stank o teviñ gant tan ha soufr, ar pezh a zo an eilvet marv.


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


N’o doe ket keuz eus o muntroù, nag eus o sorserezhioù, nag eus o hudurnez, nag eus o laeroñsioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos