Jeremiaz 17:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: Diwallit war hoc'h eneoù, na zougit bec'h ebet da zeiz ar sabad, na rit ket tremen anezho dre zorojoù Jeruzalem, |
Eürus an den a ra an traoù-se hag ar mab-den en em stag outo, o virout ar sabad hep e zisakrañ, hag o herzel e zaouarn d'ober droug.
Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,
Hag e lavaras dezho: Lakait evezh ouzh ar pezh a glevit. Muzuliet e vo deoc’h gant an hevelep muzul ma vuzuilhit d’ar re all, ha c’hoazh e vo roet ouzhpenn deoc’h-c’hwi a selaou.
Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.
Diwallit ouzh lezel ho kalon touellañ ac'hanoc'h, gant aon na zistrofec'h, na servijfec'h doueoù all ha na stoufec'h dirazo.
Taolit evezh gant pled ouzh hoc'h eneoù, peogwir n'hoc'h eus gwelet skeudenn ebet e deiz ma komzas an AOTROU ouzhoc'h en Horeb a-greiz an tan,
Taolit evezh gant aon na ankounac'hafec'h an emglev en deus graet an AOTROU ho Toue ganeoc'h ha na rafec'h ur skeudenn gizellet pe un taolennadur eus un dra bennak, ar pezh en deus difennet ouzhit an AOTROU da Zoue.
Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.