Lakait eta evezh ouzhoc’h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc’h a-daol-trumm.
Gourc'hemenn a ran dit hiziv karout an AOTROU da Zoue, kerzhout en e hentoù, mirout e c'hourc'hemennoù, e reolennoù hag e varnedigezhioù, evit ma vevi ha ma kreski, hag e vennigo ac'hanout an AOTROU da Zoue er vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ.
evit karout an AOTROU da Zoue, evit sentiñ ouzh e vouezh, evit en em stagañ outañ, rak eñ eo da vuhez, hag eñ a hiraio da zeizioù hag e c'helli chom er vro en deus touet an AOTROU reiñ d'ho tadoù, da Abraham, da Izaak ha da Jakob.
Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.
o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
Eveshait da virout ar gourc'hemennoù hag al lezenn en deus roet deoc'h Moizez servijer an AOTROU ha grit diouto, karit an AOTROU ho Toue, kerzhit en e holl hentoù, mirit e c'hourc'hemennoù, en em stagit outañ, servijit anezhañ eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.
Ma en em zistroit ha ma en em stagit ouzh an nemorant eus ar vroadoù-se a zo chomet en ho touez, ma en em unanit dre zimezioù dezho, ma en em veskit ganto hag int ganeoc'h,