Jeremiaz 16:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak e roin da anavezout dezho ar wech-mañ, e roin da anavezout dezho va dorn ha va galloud, hag e ouezint ez eo va anv an AOTROU. |
Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.
Hag e kaletain kalon Faraon hag ez aio war o lerc'h, met me a vo enoret war-bouez Faraon ha war-bouez e holl armead; an Ejipsianed a anavezo ez on-me an AOTROU . Hag e rejont evel-se.
Me a zo en em ziskouezet da Abraham, da Izaak ha da Jakob, evel an Doue holl-c'halloudek, met dre va anv, an AOTROU , n'on ket bet anavezet ganto.
Rak me eo an AOTROU da Zoue, Sant Israel, da Salver, roet em eus an Ejipt evit da zaspren, Etiopia ha Seba ez lec'h.
Evel-henn e komz an AOTROU a grou, an AOTROU hag en deus aozet evit kas da benn, a zo e anv an AOTROU:
Ezekiel a vo evidoc'h un arouez, ober a reot hervez kement en deus graet. Ha pa c'hoarvezo kement-se, e ouiot ez on me an Aotrou AOTROU.
En deiz-se da c'henoù a zigoro d'an tec'had, hag e komzi ha ne vi ken mut, hag e vi evito un arouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Hag e sevenin va veñjañs war Edom dre zorn va fobl Israel. Graet e vo a-enep Edom hervez va c'hounnar hag hervez va fulor, hag ec'h anavezint va veñjañs, eme an Aotrou AOTROU.
Klaskit an hini en deus graet ar Yarad-poñsined hag an Orion, an hini a dro teñvalijenn ar marv e gouloù-deiz, an hini a dro an deiz e noz teñval, an hini a c'halv doureier ar mor hag o skuilh war zremm an douar: An AOTROU eo e anv.