Perak e pardonin dit? Da vibien o deus va dilezet, hag e touont dre ar pezh n'eo ket doue. Me am eus roet dezho o gwalc'h, hag o deus graet avoultriezh, aet int a-vernioù da di ar c'hast.
Ar roue Nebukadnezar a reas un delwenn aour, uhel a dri-ugent ilinad ha ledan a c'hwec'h ilinad. Hag e savas anezhi e plaenenn Dura, e proviñs Babilon.
hag e welit hag e klevit penaos, n’eo ket en Efez hepken met kazi en Azia a-bezh, en deus ar Paol-se gounezet ha distroet kalz a dud, o lavarout n’int ket doueoù ar re a zo graet gant daouarn an dud.