Hag an holl bobl a yeas da zebriñ ha da evañ, da gas lodennoù, ha da ober ur fest vras, rak komprenet o doa ar c'homzoù a oa roet da anavezout dezho.
Jeremiaz 15:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em gavet eo da gomzoù, hag o debret em eus, ha da gomz a zo evidon joa ha levenez va c'halon. Rak da anv a zo galvet warnon, AOTROU, Doue an armeoù. |
Hag an holl bobl a yeas da zebriñ ha da evañ, da gas lodennoù, ha da ober ur fest vras, rak komprenet o doa ar c'homzoù a oa roet da anavezout dezho.
N'on ket pellaet diouzh gourc'hemenn e vuzelloù, miret em eus gerioù e c'henoù muioc'h eget na oa ret.
Doujañs an AOTROU a zo digemmesk, padout a ra da virviken. Barnedigezhioù an AOTROU n'int nemet gwirionez, holl int reizh a-dra-sur.
Perak e vefes evel un den sabatuet, evel un den kreñv na c'hell ket saveteiñ? Met te a zo en hor c'hreiz, o AOTROU! Da anv a zo galvet warnomp, na zilez ket ac'hanomp!
Met te, mab an den, selaou ar pezh a lavaran dit, na vez ket disent evel an ti disent-mañ. Digor da c'henoù ha debr ar pezh a roan dit.
Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariñ? Ar re-se eo da oberoù? Va c'homzoù, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun?